|
Article on other languages:
|
Ar sañskriteg (संस्कृता वाक् saṃskṛtā vāk) a zo ur yezh indez-europek klasel eus India. Ar ger saṃskṛta- a dalvez "glan, santelezet, sakr". An anv saṃskṛtā vāk pe "yezh c'hlan" a roer d'ar sañskriteg a ra dave d'ur 'yezh uhel' implijet evit lidoù relijiel. Ar yezhadur koshañ eo an Ạṣtādhyāyī bet savet gant Panini (Pāṇini पाणिनि )er Vvet kantved kt JK. Damheñvel eo statud ar sañskriteg evit sevenadur India ouzh hini al latin evit Europa, dre ma'z eo hounnezh ar yezh a voe implijet evit skrivañ ar vedaoù o tennañ d'an hindouegezh. Ur yezh varv eo ar sañskriteg ivez, dres evel al latin, dre ma n'eus kumuniezh ebet a ra gantañ. Diouzh an tu all avat, e vez desket alies ar sañskriteg evel eil yezh ha 6 000 brahmin bennak a lâr ez eo ar sañskriteg o yezh kentañ ha tud zo a glask lakaat ar sañskriteg da dont da vezañ ur yezh vev en-dro. Implijet e vez ar sañskriteg peurliesañ evel ur yezh relijiel evit al lidoù hindouek. Ar sañskriteg ragklaskel pe vedel a zo unan eus ar yezhoù indez-europek koshañ a gaver roudoù skrivet dioutañ. Amañ e vez kaoz kentoc'h eus ar sañskritek klasek evel ma voe bet deskrivet e yezhadur gant Panini tro-dro da 500 a-raok Jezuz.
Fonologiezh ha doare-skrivañ48 fonem ez eus en holl er sañskriteg klasel (49 ez eus er sañskriteg vedek). Deskrivet e vez ar sonennoù hervez an urzh hengounel, da lâret eo: vogalennoù, kensonennoù tarzh, kensonennoù dre fri, kensonennoù linkr ha kensonennoù c'hwezh. Vogalennoù eeun
Vogalennoù eo ṛ, ṝ, and ḷ. A-wezhoù e vez menneget ॡ ḹ evel un ḷ hir met ne vez ket implijet ar son-mañ e sañskriteg ha war a seblant e vije bet ijinet al lizherenn-mañ dre genveriañ gant ar c'hensonennoù all. Diphthongs
Friet a c'hell bezañ an holl vogalennoù. KensonennoùE sañskriteg ez kensonennoù tarzh divouezh, mouezhiet c'hwezhet pe dic'hwezh el pep lec'h distagañ da heul:
Bez ez eus peder hanter-vogalenn ivez: y य, r र, l ल, v व. Kensonennoù c'hwezh tro-gil, toenn ar genoù ha kildent ez eus: ś (z) श, ṣ (S) ष, and s स. Evit achuiñ ez eus ivez un h mouezhiet ह hag un h divouezh ḥ ः anvet visarga hag ul lizherenn anvet anusvāraa(ṃ) dalvez da diswel e vez distaget dre fri ar vogalenn araozi. SandhiLuziet a-walc'h eo reolennoù ar sandhi e sañskriteg. Kavet e vez alies ar ar sandhi e hogozik n'eus forzh peseurt yezh pa gemm ar sonennoù pa vezont kostez-ha-kostez e diwezh ur ger hag e dibenn ur ger all dre gomz dreist-holl. E sañskriteg avat ez eo ret o anavezout hag o skrivañ ivez. Skritur
Dornskrid eus Kachmir e sañskriteg skrivet gant ar skritur charada (17vet pe 18vet kantved)
E gwirionez n'eus skritur ebet liammet gant an sañskriteg hag implijet ez eus bet meur a skritur disheñvel evit e skrivañ o kemm a vare da vare hag a lec'h da lec'h, d.s. ar skritur brahmiek hag ar skritur kharosthiek da gentañ ha war-lerc'h (kantvedoù 4-8 goude Jezuz) e voe implijet ar skritur guptaek. Adalek an 8vet kantvet e voe implijet ar skritur charada diorroet diwar ar skritr gupataek ha neuze, war-dro an 12vet kantvet, e voe implijet ar skritur devanagari. Skrivet eo bet a-hend-all gant ar skritur kannadek e Su ar vro in the South, hag ar skritur bengalek e Norzh ar vro dreist-holl. Peurliesañ ez eo bet implijet an devanagari evit skrivañ ar sañskritek abaoe ar grennamzer betek hiziv. YezhadurRenkadur ar verboùDek renkad disheñvel ez eus en holl e sañskriteg a c'hell bezañ isrannet etre verboù o deus ur wrizienn resis hag ar re n'o deus ket. Displegadur ar verboùRenket e vez ar verboù e pevar strollad. Setu penaos e vez implijet ha dispartiet ar pevar "amzer" pe "rumm"-se:
Displegadur an anvioùUr yezh enteuzel eo ar sañskriteg, gantañ tri jener (gourel, benel, nebreizh) ha tri niver (unander, liester, daouder). Eizh kas ez eus: nominativel, vokativel, akuzativel, benvegel, dativel, ablative, genitivel, lokativel. Gwriziennoù gant a Gourel ha Nebreizh
Gwriziennoù gant i hag u
Gwriziennoù gant vogalennoù hir
Gwriziennoù gant r
Anvioù-gwan personel
Gerioù kevrennekStank-tre eo ar gerioù kenvrennek e sañskriteg hag hir spontus e c'hell bezañ seurt anvioù kevrennek enne betek ouzhpenn 10 anv-kadarn. Isrannet e vez ar gerioù-kevrennek hervez o struktur evel hen: 1. Dvandva (kenurzhiañ)
2. Bahuvrihi (perc'hennañ)
3. Tatpurusha (spishaat)
4. Karmadharaya (deskrivañ)
5. Amredita (adlâret)
KevreadurDigor eo urzh ar frazenn, met peurliesañ e vez kavet kentoc'h an urzh Rener - Renadenn - Verb (SOV). Sañskriteg yezh vevKlasket ez eus bet - hag e vez c'hoazh - lakaat ar sañskriteg da vezañ ur yezh vev adarre, hag e skolioù zo en India e vez kelennet ar sañskriteg evel trede yezh dre ret. Aozadurioù evel ar Samskrta Bharati a gas da benn ivez stajoù evit ma vefe gouest an dud da gaozeal e sañskriteg hag hiziv ez eus pevar milion a dud a lâr gallout kaozeal e sañskriteg. Gwelet ivez:Liammoù diavaez:
|
|||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.