Kerentiad

Article on other languages:

del.icio.us del.icio.us
Digg Digg
Furl Furl
Reddit Reddit
Rojo Rojo
Add to OnlyWire

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Ar c'herentiad (liester : kerentiadoù) a zo un doare rummata diwar ar peuzheñvelded pe ar bevien pe ar yezhoù. Deveret eo eus kerent, liester ar ger kar, dezhañ ar ster bev pe dra peuzheñvel.

Rummatadur ar bevien

Implijet e vez ar ger kerentiad e bevoniezh evel un derez e-barzh skeul rummatadur reizhiadek ar bevien evel m'en deus kinniget ober Carl von Linné . Etre an urzhaz hag an iskerentiad emañ.


Dibennoù-ger latin a verk ar renk e rummatadur ar bevien

E diwezh anvioù ar c'herentiadoù e kaver al lostgerioù latin -aceae evit ar plant, ar bezhin hag ar foue hag -idae evit al loened.

Skourioù:

Rummatadur ar yezhoù

Pa klask ar yezhoniourien keñveriañ an holl yezhoù e vezont sachet da rummata anezho dre o feuzheñvelderioù, dre gwriziennoù ar gerioù peurvuiañ. Da skouer e vez rummet ar yezhoù kar e Europa hag e Azia ha savet eo bet meiz ar c'herentiad indezeuropek, ur yezh n'en deus roudoù an-unan ebet nemet dre stummoù zo a c'heller studiañ e yezhoù zo, koulz bev ha marv.

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.