Karrekaenn

Article on other languages:

Skeudenn:Fossile-ammonite.jpg
Ammonitenn karrekaet


An dilerc'hioù (krogenn, askorn, dant, greunenn, deliennn...) pe ar vouladenn eus ur boud bev (un aneval, ur blantenn ...) eo ur garrekaenn. Miret eo bet en ur garregenn c'houlezennek. Studiet e vez ar c'harrekaennoù hag an doare ma tiwanont gant ar baleontologiezh dreist-holl.

Hervez ar spesadoù hag ar marevezhioù e c'hall ar c'harrekaennoù bezañ stank pe stankoc'h ha disheñvel e c'hall bezañ o ferzhioù. Dibait eo ar c'harrekadur hag an testenioù degaset dimp gant ar c'harrekaennoù e-pas tremen tri miliard bloavezhioù emdroerezh eus ar vuhez war an Douar zo leun a vankoù c'hoazh hag e chomont e-giz-se moarvat en desped d'an dizoloadennoù a vo graet.



Karrekaenn Sinosaoropteriks, Mirdi broadel skiant e Ueno, Japan

This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.