Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Evel kavell Sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an Henc'hres (eus war-dro 900 bloaz kent Jezuz-Krist betek 200 bloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an demokratelezh. Ken pinvidik eo bet istor ha sevenadur Bro-C'hres m'en deus bet ul levezon don ken e Europa, ken e Azia hag e Afrika ivez.
Abaoe amzerioù Homero d'an nebeutañ, avat, o deus Gresiz o-unann graet Ἑλλάς (distaget [hellás] e henc'hresianeg hag [el(l)ˈas] e gresianeg a-vremañ) pe boutinoc'h e gresianeg a-vremañΕλλάδα (distaget: [eˈlaða]) ouzh o bro, brezhonekaet dindan ar stumm "Hellaz" a-wezhoù. Savet e oa an anv-se diar div wrizienn henc'hresianek: rakger έλ- (el- "heol, skedus", k.v. ήλιος, elios, "heol") + λάς (las "roc'h, maen"), da lâret eo "Hellaz: bro heol ha roc'h".