Ar brezel brasañ zo bet en istor Mab-Den eo bet an Eil brezel-bed. War-dro 2% eus poblañs ar bed a zo marvet e-pad ar brezel-se, da lavaret eo un 60 milion bennak a dud hag al lodenn vrasañ ne oant ket soudarded anezho. E 1939 eo e voe kroget, e Polonia, gantañ pe hervez tud all e Spagn e 1936, pe c'hoazh e Sina e 1937. E 1945 e voe echuet.