eo troet o daoulagad war-zu pezh zo dirazo, pa n'eo ket gwir evit ar c'hezeg ;
eo louet o blevenn dre vras, nemet o c'hof o min, ha tro-dro o daoulagad a zo gwenn.
Gouennoù zo a zo du o blevenn (azen Berry), pe gell (azen Poatev), pe gwenn (azen Egipt). War ar re louet e weler ur goaz du, anvet « kroaz Sant Andrev ».
Livioù etre louet ha gell zo d'ar gouennoù gouez, gell-ruz zoken a-wechoù (kiang Tibet).
Gouennoù disheñvel
Dre o neuzioù disheñvel (penn, blev, gouzoug, pavioù) e reer ar c'hemm etre ar gouennoù:
Pell amzer e voe implijet an ezen doñvaet evel ar c'hezeg, rak nebeutoc'h e kouste o magañ, hag e broioù zo e vez graet «kezeg ar re baour» anezho. Ouzhpenn-se e c'hall an azen krapat gant diribinoù, se zo kaoz e veze implijet er menezioù ha war zouaroù meinek.
Laezh
Al laezh azen (azenezed, kentoc'h) a zo damheñvel e berzhioù ouzh hini ar maouezed.
Kig
E Provañs e vez graet silzig sec'h gant kig azen.
Sotoni
Lakaet eo bet an azen da sot dre ma n'eo ket ul loen ken sentus hag ar marc'h. Kavout a ra d'e zifennerien eo dousoc'h ha speredkoc'h avat, hag e fell dezhañ kompren a-raok sentiñ. War evezh e vez atav, ha setu perak eo diogeloc'h e gerzhed er menezioù.
Ezen brudet
An tad Frédé hag e azen Lolo, lesanvet Boronali, diark kabared al Lapin Agile.
Coucher de soleil sur l'Adriatique, pennoberenn Boronali, er Salon des Indépendants e 1911.
Boronali, anv savet diwar Aliboron, anv arzour an azen Lolo, a livas un daolenn gant e lost, hag a c'hounezas ur priz en ur saloñs e Pariz er bloavezhioù 1900.
an azen Trotro, e levrioù ha fiñvdresadennoù gallek evit bugale
an azen Balthazar, er film gallek Au hasard Balthazar gant Bresson ;
an azen Culotte, er romant gallek L'Ane Culotte, gant Henri Bosco.
Troiennoù
Azen gornek! kunujenn
Taol troad an azen. Diwar un droienn c'hallek deuet eus unan eus Fablennoù Jean de La Fontaine, Ar Leon daet da vout kozh, savet diwar ur fablenn gant Phaedrus. Arouez an dreitouriezh.
Krennlavaroù
Azen dre natur ne oar ket lenn e skritur.
An hini a lavar e oar pep tra A ziskouez eo an azenañ.
Un azen bev zo gwelloc’h eget daou varc’h marv.
Hag ivez
Asinus asinum fricat a zo daou azen o'n em lipat. Jakez Riou, An Ti Satanazet. Frazenn meneget gantañ diwar ul levr-skol latin, hag ur bomm brezhonek da zegas ur glotenn.