|
Article on other languages:
|
Ares (henc'hresianeg: Ἄρης / Arês pe Ἄρεως / Areôs) a oa mab da Zeus ha da Hera, hag unan eus daouzek doue meur an Olimpos. Daoust ma reer anv anezhañ alies evel doue olimpian ar brezel e oa kentoc'h doue ar brezel gouez ha feuls, personeladur al lazherezh pe an doug d'ar feulster ha d'ar gwad.[1]. E zoare taer ha feuls, e emzalc'h brusk, e zoug d'an drailh ha d'al lazh ne sachont ket karantez an doueed all, nag hini an dud outañ. Goude ma oa e-touesk an doueed veur ne oa ket enoret kenañ gant tud Hellaz, douget da oberoù ar preder muioc'h eget da re an armoù. Disfiz a vage an Hellened diouzh Ares atav[2] Lezc'hoar speredek Ares, Atena, a veze sellet outi ivez evel un doueez eus ar brezel, met tachenn Atena a oa kentoc'h hini ar brezel strategek tra ma rae Ares war-dro feulster dirakwelus ar brezel. Lec'h ganedigezh Ares hag e gêr wirion a oa pell, e bro an Draked barbar ha brezelekaus (Ilias 13.301; Ovidius, Ars Amatoria, II.10;). Du-hont e tec'has goude bezañ bet dizoloet war ur fled gant Afrodite.[3]. Sellout a rae ar Romaned outañ evel ouzh ur stumm eus an doue Meurzh, doue roman ar brezel hag al labour-douar, met en o zouez e veze enoret Meurzh kalz muioc'h evit Ares e Bro-C'hres (sellet ivez ouzh Atena.).
KehelerezhDaoust ma oa un doue a oa anv anezhañ alies gant ar varzhed, Ares ne veze ket kehelet alies e Bro-C'hres, nemet e Sparta e vefe. Eno e veze pedet a-raok an emgannoù evit kavout e skoazell, ha, daoust ma kemer perzh e savidigezh Tebez, ne gemer ket perzh e kalz mojennoù[4]. E Sparta e oa un delwenn eus an doue chadennet, evit diskouez e oa arabat da spered ar brezel hag ar viktor kuitaat ar geoded. Gouzout a reer ivez e oa un templ e Lakoniagant ur c'hoad sakr ma veze lidet ur gouel bep bloaz a oa difennet ouzh ar merc'hed tostaat dezhañ [5]. E Sparta ivez, Aberzh ktonek ur c'hi da Enialios e-doug an noz a zeuas da vezañ hevelebekaet ouzh kehelerezh Ares.
En Olimpia e oa un aoter gouestlet da Ares.[6] Azeulet e veze tro-dro da Degea(gant an anv Ares Afneo)[7]. E-kichen Tebez e oa ivez ur stivell gouestlet da Ares[8]. Doue ar veñjañs eo Ares ivez. Abalamour da se e vez touet war e anv pa vez graet leoù bras. Da skouer el le touet gant Ateniz yaouank e-pad o Efebiezh. Arouezioù Ares
Brezelour yaouank gant e dokarn, sellout a reer outañ evel un delwenn eus Ares hervez an hengoun. Eilenn roman eus ur skeudenn c'hresian ; Un eilenn eus an eilenn eo e gwirionez. Emañ ar skeudenn orin e mirdi ar Villa. Kanope eus ar villa Adriana, e-tal Tivoli.
Ares er vitologiezhKoskor AresDeimos ha Fobos a oa bugale Ares hag Afrodite hag a oa speredoù ar spouron hag an aon. C'hoar ha kompagnunez an Ares muntrer a oa Eris/Enyo, doueez ar feulster hag al lazherezh. Heuliet e veze Ares gant Kidoimos, spered talc'hari an emgann, ha gant ar Makhai ("emgannoù"), ar Hisminai (muntroù), Polemos (ur spered eus ar brezel ; un anv-gwan stag ouzh anv Ares moarvat), ha merc'h Polemos, Alala, un doueez a oa ar personeladur eus kri brezel ar C'hresianed, hag a veze implijet hec'h anv gant Ares e-unan da gri brezel. Diazezadenn TebezKemer a ra Ares ur perzh er vojenn a zispleg orin keoded Tebez. Kadmos en doa kavet ul lec'h ma felle dezhañ diazezañ ar geoded nevez. Kas a reas e gavandidi davit dour evit lidañ un aberzh da Atena met lazhet e voent gant un aerouant dour a ziwalle mammenn Kastalia. Ha kadmos ha lazhañ an euzhvil. War ali Atena e lakaas dent an aerouant en douar evel pa vijent had ha diwan a reas tud diouzh al leur, gwisket ganto o harnez, armoù hag all, ur ouenn a vrezelourien, ar Sparted. Pemp anezhe a oa bet hendadoù noblañs kentañ ar geoded. Ares a oa tad an aerouant dour diskaret gant Kadmos, hag abalamour da se e oa sañset bezañ hendad ar Sparted ha tiegezhioù bras noblañs Tebez. Lakaet e voe Kadmos e pinijenn e-pad eizh vloaz gant Ares, ouzh e servijañ. E fin ar prantad-se e oa roet dezhañ da wreg Harmonia, merc'h Ares hag Afrodite, gant Zeus, evit skoulmañ ar peoc'h. Ares hag Afrodite
Botticelli, Gwener ha Meurzh, 1483, National Gallery (Londrez). Kemmesket e oa Ares ha Meurzh gant ar Romaned.
Er vojenn kanet gant ar barzh e palez Alkinoos (Odisseia 8.300), doue an heol, Helios, a spie Ares hag Afrodite hag en em gave e kuzh e palez Hefaistos, hag e roas da c'hoût buan da bried afrodite pa sourprenas anezhe diouzh ar mintin. Divizout a reas Hefaistos da daput ar c'houblad e gwall, hag e savas ur roued metal evit hualañ an amourouzien. A-drugarez dezhañ e tapas an daou zoue, Ares hag Afrodite, lakaet dic'houest da fiñval e-kreiz o flijadur. Hefaistos avat ne oa ket plijet gant e veñjañs. Pediñ a reas neuze holl zoueed an Olimpos da zont da sellet ouzh an daou brizoniad. Nac'hañ a reas an doueezed gant ar vezh pa ne ve ken, an doueed avat a ziredas da ober un taol-lagad. Lod a bouezas war kened Afrodite, lod all a zisklêrias o defe c'hoant bras da eskemm o flas gant hini Ares, met an holl a c'hoapas an daou amourouz. Ur wezh dishualet ar c'houblad, Ares, lakaet diaes, a zistroas d'e vro c'henidik, Trakia[11] En un danevell savet kalz diwezhatoc'h e kaver an elfenn etrelakaet da-heul, Ares a lakaas Alektrion e-kichen an nor evit reiñ da c'hoût dezhañ pegoulz ez errufe Helios, rak hemañ a flatrfe difealded Afrodite ma tizolofe anezhe. Alektrion avat a vanas kousket. Helios a zizoloas an amourouzien hag a roas da c'hoût da Hefaistos. Ares, imoret-kenañ an tamm outañ, a droas Alektrion e kilhog, hag hiviziken hennezh ne zisoñj morse da reiñ da c'hoût emañ an heol o sevel siouzh ar mintin. Drouklazh AdonisUr priñs eus Kiprenez e oa Adonis. Karet e oa bet gant Afrodite. Genel a reas ur verc'h dezhañ, hec'h anv Beroe. Hervez Nonnos[12] e oa lazhet Adonis gant Ares, hag eñ e stumm ur bouc'h gouez, dre warizi outañ, pa oa o jiboesat. Hervez an destenn e ouie Afrodite en a-raok ar pezh a c'hoarvezfe gant he c'hariad. Hervez skrivagnerien all avat e oa muntret Adonis gant Apollon[13]. Ares hag ar ramzedEn ur vojenn arkaek danevellet en Ilias gant an doueez Dione d'he merc'h Afrodite, daou ramz ktonian, an Aloaded, anvet Otos hag Efialtes, a ereas Ares gant chadennoù hag a lakaas anezhañ en un jarl arem, ma chomas e-pad trizek miz, ur bloavezh loar. Hervez ar skoliour[14], ez eo abalamour m'en deus lazhet Adonis, fiziet en Aloaded. "Hag e vije bet diwezh Ares hag hini e zoug d'ar brezel, ma ne vije ket bet lavaret ar pezh o doa graet da Hermes gant Eriboea goant, lezvamm ar ramzed yaouank" emezi[15][16]. Ares a chomas da huchal er jarl ken na zeuas Hermes da sikour anezhañ. Artemis a lakas an Aloaded da lazhañ an eil egile dre finesa. Savet e vije bet ar vojen-se evit displegañ ur gouel hag a veze dalc'het bep 13 miz, ha ma veze aotreet a bep seurt dizurzhioù hervez Burkert[17]. Mojenn an AreopagosHervez Euripides[18] hag Hellanikos[19], pa droas e penn Halirrhotios, mab Poseidon, gwallañ Alkippe — merc'h Ares hag Aglaoros, merc'h Kekrops —, e voe lazhet gant an doue. Abalamour d'an drouklazh-se e oa kaset Ares dirak lez-varn Doued an Olimpos, war ur grugell a gemeras e anv (Areopagos), war goulenn Poseidon. Hervez Euripides ne oa ket bet kondaonet. Hervez Paniasis[20], avat e vije bet kondaonet Ares da labourat e-touez an dud varvel, evit digoll an drouklazh. An IliasEn Ilias[21], Homeros a gomz eus Ares evel un doue n'en deus na lealded na tamm doujañs ouzh Temis, urzh reizh an traoù : prometiñ a ra da Atena ha da Hera en em ganno diouzh tu an Akeaned, met gounezet eo gant Afrodite ha stourm a ra diouzh tu an Droianed (Ilias gw. 699). E-doug ar brezel e stourm Diomedes ouzh Hektor ha gwelet a ra Ares oc'h en em gannañ diouzh tu an Droianed. Reiñ a ra an urzh d'e soudarded da gilañ goustadik. Hera, mamm Ares, a wel he mab war an dachenn emgann ivez hag e c'houlenn digant Zeus, e dad, an aotre da lakaat Ares da guitaat an emgann. Hera a boulz Diomedes da dagañ Ares, kement ha ken bihan ma taol ur speg ouzh Ares a laka an daou arme da grenañ gant an aon o klevet e huchadennoù. En em gemer a ra Atena outañ ivez. Tec'hout a ra neuze an doue d'ar menez Olimpos, ar pezh a laka nan Droianed da souzañ d'o zro (XXI.391). Diwezhatoc'h e aotre Zeus an doueed da gemer perzh en emgann en-dro. Klask a ra Ares neuze en em gannañ gant Atena evit dialañ ar gloaz en deus bet, met gloazet-fall en em gav en-dro pa stlap an doueez ur pikol roc'h outañ. Koulskoude, pa ra anv Hera eus marv mab Ares, Askalafos, e-pad un diviz gant Zeus, Ares a ziroll da ouelañ hag e fell dezhañ mont d'en em gannañ en-dro diouzh tu an Akeaned, daoust da urzh Zeus ne'z afe doue ebet da gemer perzh en emgann. Atena a harz Ares hag a sikour anezhañ da dennañ e hobregon (XV.110-128). Emgann gant HeraklesGraet e vez anv a-wezhioù eus ur mab da Ares, Kiknos Makedonia, a oa ur muntrer ken kriz ma klaskas sevel un templ gant klopennoù hag eskern ar veajerien. Herakles a lazhas an den euzhus-se, hag e sachas warnañ e-giz-se fulor Ares a dagas anezhañ. Hemañ a oa diskaret div wezh gant an haroz ha gloazet fall ouzhpenn kement ha ken bihan ma rankas mont kuit[22]. Karantezioù ha bugaleE-touez amourouzien Ares e kaver : Ares er sevenadur poblek a vremañAres eo an enebour pennañ er c'hoari video God of War. Kratos, an haroz pennañ, a oa ur brezelour a gehele Ares, met hemañ a lakas anezhañ da lazhañ e wreg hag e verc'h. Gant sikour an doueed all, Kratos a lazh Ares hag a zeu da vezañ doue nevez ar brezel.
Levrlennadur
Notennoù
More about Ares: ares download, ares gratis, ares p2p, ares lite, free ares, ares free download program, free ares music download, ares music, ares galaxy, |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.