|
Article on other languages:
|
Priñselezh Andorra (katalaneg : Principat d'Andorra,galleg: Principauté d'Andorre, spagnoleg: Principado de Andorra) a zo ur briñselezh vihan eus mervent Europa. E menezioù Pireneoù emañ lec'hiet etre Frañs ha Spagn. Ur vro zigenvez gwechall eo ur vro binvidik hiziv abalamour d'an douristelezh ha d'he statud paradoz-fisk.
Orin an anvEus ar ger navareg andurrial (strouezheg) e teu anv Andorra moarvat. IstorHervez an hengoun eo [(Karl Veur]] a roas ur garta da annezidi Andorra evit o zrugarekaat eus o c'haout kemer perzh er brezel a-enep an arabed. Pennaotrouniezh ar rannvro a dremenas da gonted Urgell ha, goudezo, da eskob Urgell. Er XIvet kantved e voe un tabud etrezañ ha konted Foix. Diskoulmet e voe ar rendael e 1278 dre sinadur ur pareaj. Divizet e voe e vefe rannet pannaotrouniezh Andorra etre kont Foix hag an eskop eus La Seu d'Urgell e Katalonya (a oa un darn eus rouantelezh Aragon d'an ampoent-hont. He zachenn hag he stumm poltikel a-vremañ a roas-se d'ar briñselezh vihan. Titl ken-priñs a dremenas da rouaned Navara. Pa yeas Henri IV da roue Frañs e kemeras ur gourc'hemenn a savas roue Frañs hag eskob Ugell ken-priñsed Andorra. Etre 1812 ha 1813 e stagas an Impaelariezh C'hall Katalonya a voe rannet e pevar departamant. Staget e voe Andorra ivez ha d'un darn eus bann Puigcerdà (departamant Segre) e yeas. E 1933 e talc'has Frañs ar vro abalamour da drubuilhoù kevredel a-raok an dilennadegoù. Da 12 ar viz Gouere 1934 en embannas tiern Andorra ur c'hantread, Boris Skossyreff e anv. Disklaeriañ a reas ar brezel ouzh eskob Urgell. Seeret e voe gant ar spagnoled ha kaset kuit da vro-C'hall. Etre 1936 ha 1940 e lakaas Frañs un detachamant e Andorra d'he gwareziñ ouzh efedoù ar Brezel Diabarzh Spagnolat. Tizhout a reas soudarded Franco harzioù ar vro e fin ar brezel met ne antrejont ket enni. Neptu e chomas Andorra e-pad an Eil brezel bed hag un hent-floderezh pennañ e voe. A-drugarez he lec'hiadur e chomas Andorra er-maez darvoudoù bras istor Europa ha nebeut liammoù gant broiù arall estreget Frañs ha Spagn he-doa. Goude ar brezel diwezhañ e torras kresk greanterzeh an touristelezh ha gwelladenn an treuzdougenoù hag an darempreoù he digenvezder. Arnevezaet he-deus e frammadur politikel e 1993 ha d'an hevelep bloaz e yeas d'u izel eus ar Broadoù Unvanet PolitikerezhUn demokratelezh barlamantel eo Andorra abaoe 1993. Ar gen-priñsed a zo ar pennoù-stad met gant ar ministr kentañ hag ar gouarnamant emañ ar galloud-oberiant. Ar c'huzul veur hag ar gouarnamant o-deus ar galloud-lezenn asambles. Evit 4 bloavezh e vez dilennet ar gannidi. Ar justis a zo dizalc'h met ar varourien a vez choazet gant ar gen-priñsed c'hoazh. Lu ebet he-deus Andorra. Gant Frañs ha Spagn eo he frankiz gwarezet Un emsav disrannidigezh ez eus e Pas de la Casa MelestradurezE seizh parezioù (katalaneg parròquia) eo rannet Andorra : DouaroniezhMenezioù a zalc'h darn vrasañ tachenn Andorra gant un uhelder krenn ha 1,996. Al lec'h uhelañ a zo ar Coma Pedrosa (2,946 m). Ar boblañs a vev e teir traonienn dreist holl, avat. Ar re-mañ a en em genaoz en un draonienn nemeti war-dro ar Valira, war-du an harzioù gant Spagn. Al lec'h izelañ a zo 870 m a-us d'ar mor. Hinad Andorra a zo heñvel ouzh hini hec'h amezeien met yenoc'h eo abalamour d'an uhelder. Erc'h a zo boutin e-pad ar goañv ha kloaroc'h eo e-pad an hañv. ArmerzhAn douristelezh a brodu 80% leve Andorra. War-dro 9milion a dud a weladenn a vro pep bloaz, hoalet gant ar prizioù izel - n'eus ket tailhoù ebet war an gwerzhioù - an hinad hag ar gweledvaoù. War zigresk eo he lañs, avat, abaoe m'o doa Frañs ha Spagn digoret o harzioù hag aboliset an tailhoù-douan. Ur paradoz-fisk ei Andorra ha pouezus tre evit hec'h armerzh eo tachenn ar bank. 2% an douareier hepken a c'heller tiekaat ha darn vrasañ ar boued a zleer emporzhiañ. An nebeut kouerien er vro a vag deñved dreist holl hag an greanterzh nemetañ a zo fardiñ sigaretennoù ha meurbl. N'eo ket Andorra un izel gwir eus an Unvaniezh Europeat met un darempred ispisial he-deus ganti. D'un izel e vez graet evit ar produioù oberiataet (tailhoù-douan ebet) met d'un nann-izel evit produioù an douar. Moneiz ebet he-deus Andorra ha gant hini hec'h amezeien e ra. A-raok 1999 e implije al Lur gall hag ar Peseta spaggnoleg, adalek an amzeriad-se e ra gant an Euro. Er c'hontrol eus broioù europeat bihan n'he-deus ket Andorra ar gwir da gognañ pezhioù. Da zegemer an aotradur d'hen ober emañ o varc'hata, avat. DemografiezhUr vinorelezh en o bro eo an andoriz. 33% an annezidi hepken a berc'henn ar vroadelezh andorrat. Ar strollad brasañ ag embroidi a zo ar spagnoled (49%), ar c'halloued (7%) hag tudeus Portugal. Poblañs Andorra a oa 71,201 annezad e miz Gouere 2006. SevenadurYezh ofisiel ar vro a zo katalaneg, yezh rannvro emren Katalonya a zo he sevenadur tost tre ouzh hini Andorra. Komz a reer spagnoleg, portugaleg ha galleg ivez. Ar relijion bennañ a zo an hini gatolik. Daou skrivagner brudet e katalonya a zo ganet e Andorra : Michèle Gazier ha Ramon Villeró. E Sant Julià de Lòria e tans c'hoazh contrapàs ha marratxa na vez kavet nemet e Andorra. Ar sonnerezh hengounel a zo katalanek dreist holl avat. Gwelet ivez
More about Andorra: hotel andorra la vella, andorra map, andorra la vella, ski andorra, andorra shopping center, andorra weather, andorra travel, trabajo andorra, andorra hoteles, |
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.